Emglev tridoubl

An emglevioù-brezel e 1914: an Aliañs tridoubl hag an Emglev tridoubl.

An Emglev tridoubl[1] (anvet Triple Entente e galleg) eo an emglev savet etre ar Rouantelezh-Unanet, an Trede Republik c'hall, hag Impalaeriezh Rusia e 1914, da dalañ ouzh broioù an Aliañs tridoupl.

Savet e oa diwar kevredad gall-ha-russian 1894, Entente Cordiale 1904 etre Bro-C'hall hag ar Rouantelezh-Unanet, ha feur-emglev saoz-ha-Russian 1907. Ur c'hempouez e oa da c'halloudegezh an Aliañs tridoubl a vode an Impalaeriezh alaman, Impalaeriezh Aostria-Hungaria, ha Rouantelezh Italia. Er c'hontrol d'an Aliañs tridoubl pe d'ar c'hevredad savet etre Bro-C'hall ha Rusia, an Emglev tridoubl ne oa ket ur c'hevredad kendifenn.

Ar feur-emglev sinet etre Bro-C'hall ha Bro-Japan e 1907 a c'hoarias ur roll a-bouez e savidigezh ur c'hengevredad. Bro-C'hall a gemeras an intrudu da sevel kevredadoù gant Impalaeriezh Japan, Rusia, hag ar Rouantelezh-Unanet. Fellout a rae da Vro-Japan sevel un amprest e Pariz, ha Bro-C'hall a asantas gant ma vefe skoulmet un emglev etre Rusia ha Japan ha gant ma vefe prest Bro-Japan da reiñ an dorn da wareziñ trevadennoù bresk Bro-C'hall en Indez-Sina. Breizh-Veur a vroudas Rusia ha Bro-Japan da stardañ o darempredoù ivez[2].

E deroù ar Brezel-bed kentañ e 1914, holl izili an Emglev tridoubl a gemeras perzh ennañ, a-enep an Impalaeriezhioù kreiz (Aostria-Hungaria, an Impalaeriezh alaman hag un tamm diwezhatoc'h, an Impalaeriezh otoman).

  1. Termofis. 2024
  2. Ewen W. Edwards, "The Far Eastern Agreements of 1907." Journal of Modern History 26.4 (1954): 340–55

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search